E ti-gar Roazhon [br]
D’ar 25 a viz Mae ez eus bet ur fest-noz zovach e ti-gar Roazhon, gant tud eus Ai ’ta ! Bro Roazhon ha tud eus Ai ’ta ! Bro Dreger a-stroll.
Tangi (Ai ’ta ! Bro Dreger ) a gont petra zo c’hoarvezet deomp…
Da gentañ hor boa gortozet kalzig dirak an ti-gar ma vije bras a-walc’h ar strollad, gant un otoiad fliked war evezh e-kichen. Ha setu war-dro 25 den da vont e-barzh da 7 eur 45 (diwezhat a-walc’h diouzh an eur oa bet lâret). E-kreizig-kreiz an ti-gar e oamp en em staliet, a-geñver d’an drafoù, staget ar giton “Hor yezhoù ofisiel” ouzh ar gwer. Ha bern tud en ti-gar d’an eur-se.
Ne oa ket krog gant ar sonerezh ma teue paotred Mari-Robin (tri) da c’houlenn titouroù ganimp. Goude bezañ displeget dezhe o devoa lâret dimp hegarat ha tout e vije laosket un eurvezh dimp en ti-gar. Hag int mont diwar-hon-zro, o chom war-hed taol memes tra.
Tro 8 eur e oa krog gant ar sonerezh (binioù-bombard memes tra !), an dañsoù hag an traktiñ.
Nebeud war-lerc'h e oa deuet paotred ar surentez (daou) d’hon c’haout. Ha goulenn ganimp hag-eñ hor boa un aotre. Evel-just oa bet respontet nann. Neuze int da lâret dimp skarzhañ kuit diouzhtu dak. Hag aze pemp munutenn stenn o klask gounit amzer (derc’hel a rae ar fest-noz e-keit-se) : ar paotr o lâret dimp gant komzoù rustoc’h-rustañ mont kuit, ni oc’h arguzenniñ :On vient de parler aux forces de l’ordre et elles nous laissent une heure ;Hag egile da lâret n’ouzon ket pet gwezh warn-ugent e oa ret tec’hel kuit diouzhtu, pa ne oa aotre ebet. N’hor boa ket pleget koulskoude, ha paotr ar surentez drouk ennañ da vont diwar-hon-zro a-benn pellgomz gant e dalkie-walkie.
c’est une action bonne enfant, sans gêne, qu’on a déjà réalisée dans d’autres gares ;
la SNCF nous avait promis une entrevue, sans suite pour l’instant ;
on veut rencontrer les responsables…Derc’hel a rae ar fest-noz dirak ar veajerien, hag ivez daou benn bras eus an ti-gar (ar rener hag unan all). Bet e oant d’hon c’haout goude pemp munutenn. Ha lâret d’ar sonerien paouez a-benn derc’hel gant ar fest-noz hanter-kant metrad pelloc’h (!?) dirak an diri otomatek. Int da lâret dimp neuze, sioul ha tout, ne veze ket klevet ken ar c’hemennadennoù. Ha ni da respont dezhe e vije cheñchet plas ma vijemp sur da gaout un emgav gant pennoù bras an SNCF, ha da zisplegañ dezhe ar pezh a c’houlennomp, ar promesa bet graet pemp miz ’zo, an 3000 sinadur… Daoust d’ar gomz-mañ…
— Personne ne fait jamais la demande que le breton soit présent dans les gares !en doa lâret dimp buan ar rener :
— Ben si, nous !— Je vais informer la direction régionale, afin de vous obtenir une entrevue lors de laquelle vous pourrez remettre votre pétition.Neuze hor boa asantet mont hanter-kant metrad pelloc’h ha derc’hel gant ar fest-noz (dirak an ostaleri “Le Parisien”). A-benn ar fin ne dremene ket tud a-walc’h aze. Setu ni da vont kuit a-benn derc’hel dirak an ti-gar. Just a-raok mont er-maez en doa roet dimp ar rener e gartenn gant e niverenn bellgomz, ha me ma niverenn dezhañ. Hag ar rener (tro daou-ugent vloaz) lâret dimp en doa tremenet an opsion brezhoneg evit ar bak !
E-pad ur pennadig hor boa graet sonerezh ha dañset dirak an ti-gar neuze. Met ne oamp ket a-walc’h war ar blasenn ken ledan-se a-benn reiñ buhez d'’ar fest-noz. Setu echu an traoù tro 9 eur, war-lerc’h un nebeud fotoioù gant panelloù savet gant kevrenn Roazhon.
Bilañs :
— dedennus hag efedus e oa bet plegañ pognez gant tud ar surentez ha pennoù bras an ti-gar.
— re nebeud e oamp a-benn reiñ buhez d'ar fest-noz. E-keit ha ma oamp e kreiz an ti-gar ne oa ket fall, goude e oa tristik.








